Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Komz ouzh holl bobl ar vro hag ouzh an aberzhourien, ha lavar: Pa hoc'h eus yunet ha gouelet d'ar pempvet ha d'ar seizhvet miz, kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eñ eo evidon hoc'h eus yunet?

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 7:5
27 Referencias Cruzadas  

Holl bennoù an dud a vrezel hag o zud a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour. Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan mab Kareak, Seraja mab Tanumed an Netofatad, Jaazania mab ur Maakatian, int hag o zud.


D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, ha dek den gantañ, a zeuas hag a skoas d'ar marv war C'hedalia, hag e lazhjont ivez ar Yuzevien hag ar Galdeiz a oa gantañ e Mizpa.


Ne'c'h eus ket kinniget din oaned da loskaberzhoù, ne'c'h eus ket va enoret gant da aberzhoù, ne'm eus ket trubuilhet ac'hanout evit profoù, ne'm eus ket skuizhet ac'hanout evit ezañs,


Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.


An holl vro-mañ a vo un distruj hag ur rivin, hag ar broadoù-mañ a vo sujet da roue Babilon e-pad dek vloaz ha tri-ugent.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent evit Babilon, e weladennin ac'hanoc'h hag e sevenin va c'homz vat en ho keñver, evit ober deoc'h distreiñ d'al lec'h-mañ.


D'an dekvet eus ar pempvet miz, en naontekvet bloaz eus Nebukadnezar roue Babilon, Nebuzaradan penn ar warded ha servijer roue Babilon a zeuas e-barzh Jeruzalem.


er c'hentañ vloaz eus e ren, me, Daniel, a gomprenas dre al levrioù penaos niver ar bloavezhioù en doa an AOTROU komzet diwarno dre ar profed Jeremia, evit kas da benn glac’haroù Jeruzalem, a oa dek vloaz ha tri-ugent.


Ne griont ket a galon etrezek ennon pa hirvoudont war o gweleoù. En em vodañ a reont evit gwinizh ha gwin, hag e tistroomp diouzhin.


Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoù, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kêrioù Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?


hag evit komz ouzh aberzhourien ti AOTROU an armeoù hag ouzh ar brofeded, o lavarout: Ha dleout a ran gouelañ d'ar pempvet miz, ha yunañ, evel ma'm eus graet e-pad kement a vloavezhioù?


Komz AOTROU an armeoù a voe disklêriet din o lavarout:


Ha pa hoc'h eus debret hag evet, ha n'eo ket c'hwi a zebre hag a eve?


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.


O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad,


Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d’an dud e yunont. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac’hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.


Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito.


Petra bennak ma reot, grit eñ a galon vat, evel o servijañ an Aotrou ha nann an dud,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos