Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Komz dezhañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu un den a zo Diwan e anv, a ziwano eus e lec'h hag a savo templ an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 6:12
37 Referencias Cruzadas  

Eñ eo a savo un ti da'm anv, ha me a startaio tron e ren da viken.


Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.


D'an eilvet bloaz adalek o donedigezh e ti Doue e Jeruzalem, d'an eil miz, Zorobabel mab Salatiel, Jezua mab Jozadak, gant an nemorant eus o breudeur, an aberzhourien, al Levited, hag an holl re a oa deuet diouzh an harlu da Jeruzalem a stagas gant al labour. Hag e lakajont Levited, adalek an oad a ugent vloaz ha dreistoc'h, evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU.


Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.


En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.


Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.


En deizioù-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.


Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.


Hag e kasas ac'hanon d'an templ, hag e vuzulias ar postoù, c'hwec'h ilinad a ledander ouzh un tu ha c'hwec'h ilinad ouzh an tu all, ledander an deltenn e oa.


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


Eñ eo hag a vo ar peoc'h. Pa zeuio an Asiriad en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hor palezioù, ni a lakaio da sevel en e enep seizh pastor hag eizh priñs eus ar bobl.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ra gennerzho ho taouarn, c'hwi hag a glev hiziv ar c'homzoù-mañ, eus genoù ar brofeded a zo bet en amzer m'eo bet diazezet ti AOTROU an armeoù hag adsavet e dempl.


Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.


Hemañ en deus lavaret: Me a c’hell diskar templ Doue hag e adsevel e tri devezh.


Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ graet gant an dorn, hag a-benn tri devezh ec’h adsavin unan all ha ne vo ket graet gant an dorn.


Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh,


Ar c’hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.


dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec’h drezi,


Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.


Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.


Gouezit eta, tud breudeur, penaos eo drezañ e vez kemennet deoc’h pardon ar pec’hedoù,


abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.


Rak ni a zo oberourien gant Doue. C’hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.


met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec’hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,


Met eñ, dre ma chom da viken, en deus ur velegiezh na dremeno ket.


Bremañ eveshait pegen bras eo an hini a voe roet dezhañ gant an uheldad Abraham an deog eus ar preizhadur.


Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos