Kemer a reas kurunenn o roue diwar e benn, hag e poueze un talant aour, hag e oa enni mein prizius. Lakaet e voe war benn David, a gasas gantañ eus kêr un diwisk bras-meurbet.
E-touez mibien an aberzhourien, e voe kavet hiniennoù hag o doa kemeret gwragez estren: a-douez mibien Jezua mab Jozadak hag a-douez e vreudeur, Maaseja, Eliezer, Jarib, Gedalia,
Neuze Jezua mab Jozadak a savas gant e vreudeur, an aberzhourien, ha Zorobabel mab Salatiel gant e vreudeur, hag e savjont un aoter da Zoue Israel, evit kinnig al loskaberzhoù, evel ma'z eo skrivet e lezenn Moizez, den Doue.
Deuit er-maez, merc'hed Sion, sellit ouzh ar Roue Salomon gant ar gurunenn he deus lakaet e vamm war e benn da zeiz e zimeziñ, da zeiz levenez e galon.
e lakaas an diarenn war e benn, e lec’hias war ziaraog an diarenn, war e dal, an talgen, ar gurunenn santel, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,
Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù,
Ha me a lavar: Ra vo lakaet un diarenn naet war e benn! Hag e voe lakaet un diarenn naet war e benn, ha gwisket dezhañ dilhad. Ael an AOTROU en em zalc'he eno.
Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.
Me a sellas ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec’her evit trec’hiñ.