Zakaria 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 Hag e lavaras din: Ar vallozh eo en em skuilh war-c'horre an holl vro; hervezi pep laer a vo lamet kuit ac'hann, hag hervezi pep falstouer a vo lamet kuit ac'hann.
Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.
Rak ar vro a zo leun a avoultrerien, ar vro a zo e kañv en abeg d'ar vallozh, peurvanoù ar gouelec'h a zo krazet. O redadenn n'a nemet d'ar fall, hag o nerzh d'ar pezh n'eo ket eeun.
Israel holl en deus torret da lezenn, hag en em zistroet evit chom hep klevout da vouezh. Neuze ar vallozh hag al le a zo skrivet e lezenn Moizez, servijer Doue, a zo kouezhet warnomp, rak hon eus pec'het a-enep dezhañ.
Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoù, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhañ gant e goad hag e vein.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an hini a zo en ezhomm.
evit an hini a oar n’eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec’herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,
Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec’h er gondaonidigezh.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.