Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag e lavaras din: Petra a welez? Hag e respontis: Gwelout a ran ur roll o nijal, e hirder a zo ugent ilinad hag e ledander dek ilinad.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 5:2
8 Referencias Cruzadas  

Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.


Hag an AOTROU a lavaras din: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ul linenn. Hag an Aotrou a lavaras: Setu ez an da lakaat al linenn e-kreiz va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.


Tost eo deiz bras an AOTROU, tost eo ha dont a ra gant hast. Klevet eo mouezh deiz an AOTROU, neuze an den kreñv a laosk kriadennoù c'hwerv.


hag e lavaras din: Petra a welez? Hag e lavaris: Sellout a ran, ha setu ez eus ur c'hantolor aour, gant ul lestr en e grec'h, hag e seizh lamp outañ, gant seizh korzenn evit ar seizh lamp e krec'h ar c'hantolor,


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


rak he fec’hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos