Ha bremañ, abaoe ur pennad, an AOTROU hon Doue en deus graet trugarez deomp, hag ez eus manet ur restad ac'hanomp oc'h achap; roet en deus deomp un degemer en e lec'h santel, evit ma sklêrijenno hon Doue hon daoulagad, ha ma roio deomp un tamm buhez en hor sklavelezh.
En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Graet en deus evel ur c'hleze lemm eus va genoù, goloet en deus ac'hanon gant skeud e zorn, graet en deus ganin ur bir lufret mat, kuzhet en deus ac'hanon en e glaouier.
Rak setu, e lakaan ac'hanout hiziv evel ur gêr greñv, evel ur peul houarn, evel ur voger arem, a-enep an holl vro, a-enep rouaned Juda, a-enep e bennoù, a-enep e aberzhourien, a-enep pobl ar vro.
Hag e tilamin ar c'hirri eus Efraim hag ar c'hezeg eus Jeruzalem, ha gwareg an emgann a vo lamet kuit. Komz a raio diwar-benn ar peoc'h ouzh ar broadoù, ren a raio eus ur mor d'egile, hag eus ar stêr da bennoù pellañ an douar.
Hag e kampin en-dro da'm zi en abeg d'an arme hag en abeg d'ar re a zo o vont hag o tont. Ar gwasker ne dremeno ken warno, rak bremañ e sellan outi gant va daoulagad.
Me henn gwel, me a sell outañ, met n'eo ket evit prestik: Ur steredenn a zeuio eus Jakob, ur walenn a vo savet eus Israel, toullañ a raio kostezioù Moab, distrujañ a raio holl vibien Sed.
Neuze Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-henn: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn?
Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.