Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Va breudeur karet-mat, na vezit ket tromplet,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Diwallit d’en em drompla, va breudeur muia‐karet:

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 1:16
22 Referencias Cruzadas  

Jezuz a respontas dezho: En dallentez emaoc’h, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue.


Jezuz a respontas dezho: Ha n’emaoc’h ket en dallentez, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue?


N’eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En un dallentez bras emaoc’h eta.


En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:


Ha n’ouzoc’h ket penaos an dud direizh n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc’h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred,


N’en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez.


Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,


Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c’hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.


Lavarout a ran kement-se evit na dromplo den ac’hanoc’h gant prezegennoù touellus.


Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.


a zo en em bellaet diouzh ar wirionez en ur lavarout e vefe dija erruet an adsavidigezh a varv, hag e tiskaront feiz hiniennoù.


Ra bado ar garantez a vreudeur.


Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,


Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc’h,


Va breudeur, ra vo ar feiz hoc’h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keñver diavaezioù an dud.


Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n’en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c’hello e salviñ?


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc’h.


Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.


Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.


Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec’h er gondaonidigezh.


Breudeur, mar pella unan bennak ac’hanoc’h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d’e zegas enni,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos