Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.
disklêriet em eus dit an traoù-mañ abaoe pell 'zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c'hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc'hemennet.
Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.
Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.
Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h.