da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.
Bremañ emaon o vont da skuilhañ va fulor warnout ha da deurel va c'hounnar a-enep dit, hag e varnin ac'hanout hervez da hentoù, hag e lakain warnout da holl euzhusterioù.
Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c’hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo ha bras eo bet e ziskar.
Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez. An doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent ha diskar an ti-se a zo bet bras.