Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 8:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Komz da Aaron ha lavar: Pa enaoui al lampoù, ar seizh lamp a sklêrijenno dirak ar c'hantolor.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 8:2
19 Referencias Cruzadas  

Da gomz a zo ul lamp da'm zreid, hag ur sklêrijenn war va hent.


Diskuliadur da gomzoù a ro sklêrijenn, reiñ a ra skiant d'ar re zinerzh.


Ober a ri ivez e seizh lamp, hag e vo enaouet e lampoù en un doare ma roint sklaerder etrezek e ziaraog.


Ober a reas e seizh lamp, e c'hevelioù hag e bodoù-ludu en aour glan.


ar c'hantolor glan gant e lampoù, al lampoù kempennet, e holl draoù, an eoul evit ar c'hantolor,


Enaouiñ a reas al lampoù dirak an AOTROU , evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!


Fichañ a raio al lampoù war ar c’hantolor glan dirak an AOTROU, dalc’hmat.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Aaron a reas evel-se, enaouiñ a reas al lampoù tuet dirak ar c'hantolor, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


C’hwi a zo sklêrijenn ar bed. Ur gêr savet war ur menez ne c’hell ket bezañ kuzhet,


ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed.


Bez’ hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec’h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.


Me a zistroas evit gwelout a-belec’h e teue ar vouezh a gomze ouzhin. Pa voen troet, e welis seizh kantolor aour,


mister ar seizh steredenn ac’h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac’h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.


Eus an tron e teue luc’hed, kurunoù ha mouezhioù. Dirak an tron e teve seizh lamp gwrezus a zo ar seizh spered eus Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos