Neuze Salomon a zastumas henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, e Jeruzalem dirak ar roue Salomon, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.
Hag e bennoù a roas ur prof a-youl-vat d'ar bobl, d'an aberzhourien ha d'al Levited. Hilkija, Zakaria ha Jehiel, gouarnourien ti Doue, a roas d'an aberzhourien evit ar Pask daou vil c'hwec'h kant oan, ha tri c'hant ejen.