Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 D'an deiz m'en doe echuet Moizez da sevel an tabernakl, ec'h olevas hag e santelaas anezhañ gant e holl draoù, hag ec'h olevas hag e santelaas an aoter gant hec'h holl draoù.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 7:1
15 Referencias Cruzadas  

Doue a vennigas ar seizhvet deiz hag en santelaas, abalamour ma tiskuizhas ennañ eus e holl labour en doa krouet ha graet Doue.


En deiz-se, ar roue a santelaas kreiz al leurenn a oa dirak ti an AOTROU, rak kinnig a reas eno al loskaberzhoù, an donezonoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù, rak an aoter arem a oa dirak an AOTROU a oa re vihan evit kenderc'hel al loskaberzhoù, an donezonoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù.


Santela evidon pep kentañ-ganet, kement a zigor ar mammog e-touez mibien Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din-me eo.


Aberzhiñ a ri evit ar pec'hed, bemdez, ur c'hole yaouank, evit an dic'haou. Hag e kinnigi evit an aoter un aberzh evit ar pec'hed, oc'h ober an dic'haou eviti hag ec'h olevi anezhi evit he santelaat.


Oleviñ a ri al laouer gant he foñs, hag e santelai anezhi.


Komz da vibien Israel ha kemer diganto ur wialenn dre diez o zadoù, da lavarout eo daouzek gwialenn, a-berzh o holl briñsed hervez tiez o zadoù. Skrivañ a ri anv pep hini anezho war e wialenn,


Ar briñsed a reas o frof evit dedi an aoter e deiz ma voe olevet; ar briñsed a ginnigas o frof dirak an aoter.


Setu aze ar pezh a zo bet digant priñsed Israel evit dedi an aoter e deiz ma voe olevet. Daouzek plad arc'hant, daouzek lestr arc'hant, daouzek hanaf aour,


An holl loened evit an aberzh a drugarekadennoù a oa: pevar ejen warn-ugent, tri-ugent tourz, tri-ugent bouc'h, tri-ugent oan eus ur bloaz. Setu ar pezh a zo bet evit dedi an aoter goude ma voe olevet.


Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof pe an aoter a santela ar prof?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos