Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 3:5
6 Referencias Cruzadas  

an aberzhourien Levited ne vankint biken dirazon eus un den da ginnig loskaberzhoù, da lakaat da vogediñ donezonoù, d'ober aberzhoù bemdez.


Koulskoude e vint servijerien em santual, evit eveshaat ouzh dorojoù an ti ha servijañ en ti: lazhañ a raint evit ar bobl al loskaberzh hag an aberzhoù all, hag en em zalc'hint dirazo da servijañ anezho.


Laka da dostaat da vreudeur, meuriad Levi, meuriad da dad, evit ma vint stag ouzhit ha ma servijint ac'hanout, pa vo te ha da vibien ganit dirak teltenn an Testeni.


Nadab hag Abihu a varvas dirak an AOTROU pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU e gouelec'h Sinai; n'o doa ket a vibien. Eleazar hag Itamar a servijas evel aberzhourien gant Aaron o zad.


Laka meuriad Levi da dostaat ha degas anezho dirak Aaron an aberzhour, evit ma servijint anezhañ.


Aaron a lakaio al Levited da dreiñ tu-pe-du dirak an AOTROU evel ur prof a-berzh mibien Israel, evit ma raint servij an AOTROU.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos