Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Er reter, war-zu ar sav-heol, e vo banniel kamp Juda, gant e strolladoù; Nahashon mab Aminadab a vo priñs mibien Juda

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 2:3
19 Referencias Cruzadas  

E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab.


Mibien Lea: Ruben, kentañ-ganet eus Jakob, Simeon, Levi, Isakar ha Zabulon.


Ram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Nashon, priñs mibien Juda.


Juda a voe galloudus e-touez e vreudeur, ha dioutañ eo deuet ur priñs, met an henañded a voe da Jozef.


Aaron a gemeras evel gwreg Elisheba merc'h Aminadab c'hoar Nahashon, hag e c'hanas dezhañ Nadab, Abihu, Eleazar hag Itamar.


Setu anvioù an dud en em zalc'ho ganeoc'h: Evit Ruben, Elizur mab Shedeur,


evit Juda, Nahashon mab Amminadab,


Pa vo sonet a-strak, ar re a gamp er sav-heol a yelo kuit.


hag e strollad, bet niveret pevarzek mil ha tri-ugent c'hwec'h kant.


Ar re a gampe dirak an tabernakl, ouzh ar reter, dirak teltenn an engalv, war-zu ar sav-heol, a oa Moizez, Aaron hag e vibien, a voe roet dezho karg ar santual, karg evit mibien Israel. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.


An hini a ginnigas e brof d'an deiz kentañ a voe Nahashon mab Aminadab, eus meuriad Juda.


hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Nahashon mab Aminadab.


Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.


Aminadab a voe tad da Nashon. Nashon a voe tad da Salmon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos