Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Mibien Israel a gampo pep hini anezho e-kichen e vanniel, dindan arouezioù ti e dadoù; kampañ a raint nepell hag en-dro da deltenn an engalv.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 2:2
23 Referencias Cruzadas  

Da enebourien o deus yudet e-kreiz da leurioù, lakaet o deus evit arouez o arouezioù.


A-dra-sur, fulor an den a dro da'z meuleudi, pa wiskez da gounnar.


Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.


C'hwi holl dud ar bed, ha c'hwi annezerien an douar, sellit ouzh ar banniel savet war ar menezioù, selaouit an drompilh o seniñ.


Hag e lavaras din: Mab an den, amañ emañ lec'h va zron, lec'h solioù va zreid, ma vin o chom ennañ da viken, e-touez mibien Israel. Ti Israel ne saotro ken va anv santel, nag int nag o rouaned, dre o gastaouerezh, na dre gorfoù marv o rouaned war o uhellec'hioù.


An AOTROU o Doue o saveteo en deiz-se evel tropell e bobl, rak evel mein ur gurunenn e vint, o skediñ war e zouar.


Ro d'al Levited karg tabernakl an Testeni gant e holl draoù ha kement a zo dezhañ. Int eo a zougo an tabernakl hag e holl draoù, hag a raio ar servij anezhañ; hag e kampint en-dro d'an tabernakl.


Banniel kamp mibien Juda a yeas kuit da gentañ gant e strolladoù. Nahashon mab Aminadab a rene strollad Juda,


Banniel kamp mibien Ruben a yeas kuit gant e strolladoù. Elizur mab Shedeur a rene strollad Ruben,


Banniel kamp mibien Efraim a yeas kuit gant e strolladoù. Elishama mab Amihud a rene strollad Efraim,


Banniel kamp mibien Dan a yeas kuit gant e strolladoù; gward-adreñv an holl gampoù e oa. Ahiezer mab Amishaddai a rene strollad Dan,


An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:


Er c'hreisteiz e vo banniel kamp Ruben, gant e strolladoù; Elizur mab Shedeur a vo priñs mibien Ruben


Er reter, war-zu ar sav-heol, e vo banniel kamp Juda, gant e strolladoù; Nahashon mab Aminadab a vo priñs mibien Juda


Balaam a savas e zaoulagad hag a welas Israel o kampiñ dre veuriad. Spered Doue a zeuas warnañ.


rak Doue n’emañ ket un Doue a vesk met a beoc’h, evel en holl Ilizoù ar sent.


Ha ra vo graet pep tra en un doare dereat ha gant urzh.


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c’horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue.


Met bez' e vo un hedad, etre hi ha c'hwi, eus war-dro daou vil ilinad, evit na dostaiot ket outi. Evel-se e oueziot dre beseurt hent e vo ret deoc'h mont, rak n'hoc'h eus ket tremenet diagent dre an hent-mañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos