Niveroù 18:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 Hag e virint da urzhioù hag an urzhioù diwar-benn an deltenn a-bezh, met ne dostaint ket ouzh traoù ar santual nag ouzh an aoter, gant aon na varvfe int ha c'hwi.
Ne dostaint ket ouzhin evel aberzhour din, ne dostaint ket ouzh va zraoù santel el lec'hioù santel-meurbet, met e tougint o dismegañs hag o euzhusterioù o deus graet.
Pa'z aio kuit an tabernakl, al Levited a zisavo anezhañ, ha pa gampo an tabernakl, al Levited a savo anezhañ. Mar tosta outañ un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.
Al Levited a gampo en-dro da dabernakl an Testeni evit na vo ket fulor a-enep bodadenn mibien Israel, hag al Levited o devo an diwall eus tabernakl an Testeni.
Un eñvor eo da vibien Israel, ma ne dostafe ket un diavaeziad na vefe ket eus lignez Aaron evit kinnig c'hwezh-vat dirak an AOTROU, ha ma ne c'hoarvezfe ket evel gant Kora hag e strollad, hervez m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.
Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiñ a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv.
Ar garg hag an diwall roet da vibien Merari a voe plenk an tabernakl, e varrennoù, e golonennoù hag o sichennoù, e holl draoù ha kement a zo talvoudus dezho,
Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeri unan diwar hanter-kant, diwar an dud, diwar an ejened, diwar an ezen, diwar an deñved, diwar an holl loened, hag e roi anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU.
Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.