Pa'z aio kuit an tabernakl, al Levited a zisavo anezhañ, ha pa gampo an tabernakl, al Levited a savo anezhañ. Mar tosta outañ un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.
Al Levited a gampo en-dro da dabernakl an Testeni evit na vo ket fulor a-enep bodadenn mibien Israel, hag al Levited o devo an diwall eus tabernakl an Testeni.
Hag e virint da urzhioù hag an urzhioù diwar-benn an deltenn a-bezh, met ne dostaint ket ouzh traoù ar santual nag ouzh an aoter, gant aon na varvfe int ha c'hwi.
Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeri unan diwar hanter-kant, diwar an dud, diwar an ejened, diwar an ezen, diwar an deñved, diwar an holl loened, hag e roi anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU.
hag e sikouro e vreudeur e teltenn an engalv, o tiwall ar pezh a vo fiziet enno, met ne raio ken ar servij. Evel-se e ri diwar-benn al Levited, e-keñver o c'harg.
Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.