Bezit kreñv ha kalonek! N'ho pet ket aon ha na spontit ket dirak roue Asiria ha dirak ar maread tud a zo gantañ, rak ganeomp-ni ez eus muioc'h eget gantañ.
hag e lavaris: Da bediñ a ran, AOTROU, Doue an neñvoù, Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an druez evit ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù!
Pa glevas Samballad, Tobija, an Arabed, an Ammoniz hag an Asdodiz, e save mogerioù Jeruzalem, hag e oa an toulloù-freuz war o c'hlozadur, e voe droug enno-meurbet.
Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!
Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.