Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Nehemia 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag e komzas dirak e vreudeur ha dirak soudarded Samaria o lavarout: Petra a ra ar Yuzevien digalon-se? O lezel a raimp d'ober? Hag ec'h aberzhint? Hag ec'h echuint hiziv? Hag e lakaint da advevañ ar vein eus ar bernioù poultr-se, pa'z int bet devet?

Ver Capítulo Copiar




Nehemia 4:2
17 Referencias Cruzadas  

Neuze tud ar vro a reas da zaouarn pobl Juda gwanaat, o spontañ anezho pa vañsonent.


Pa voe dedi moger Jeruzalem, e voe kaset da gerc'hat al Levited eus o holl lec'hioù evit o degas da Jeruzalem, evit ober an dedi gant levenez, trugarekadennoù ha kanaouennoù, gant simbalennoù, ludoù ha telennoù.


Kinniget e voe en deiz-se aberzhoù bras, hag e voent laouenaet, rak Doue a laouenaas anezho gant ul levenez bras. Ar maouezed hag ar vugale a voe laouenaet ivez, ha levenez Jeruzalem a voe klevet a-bell.


Ha Juda a lavaras: Nerzh al labourerien a wana, kalz a atredoù ez eus, ne c'hellomp ket sevel ar voger.


Ar voger a voe echuet d'ar pempvet deiz warn-ugent a viz Elul, e daou devezh hag hanter-kant.


Ober a reont a-enep da bobl iriennoù fall, hag e kuzuliont a-enep ar re a ziwallez.


Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.


Ha ne'c'h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mañ, o lavarout: An daou diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d'o daoulagad.


Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.


AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez!


En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.


Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.


Met Doue en deus dibabet an traoù foll eus ar bed evit mezhekaat ar re fur, Doue en deus dibabet an traoù dister eus ar bed evit mezhekaat ar re nerzhus,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos