Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Nehemia 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Met ar Yuzevien a oa o chom en o zouez a zeuas, betek dek gwech, da lavarout deomp: Dre amañ ez aint etrezek ennoc'h.

Ver Capítulo Copiar




Nehemia 4:12
7 Referencias Cruzadas  

Setu ez on bet ugent vloaz e-barzh da di. Da servijet em eus pevarzek vloaz evit da ziv verc'h ha c'hwec'h vloaz evit da loened, hag ec'h eus cheñchet dek gwech va gopr.


Ho tad en deus graet goap ouzhin ha cheñchet dek gwech va gopr, met Doue n'en deus ket e lezet d'ober droug din.


Hag hon enebourien o doa lavaret: Ne ouezint ket, ne welint netra, betek ma'c'h erruimp en o c'hreiz; hag e lazhimp anezho, hag e raimp paouez al labour.


Lakaat a ris eta ouzh an traoñ a-dreñv ar voger, hag e lec'hioù dizolo, ar bobl dre diegezhioù, gant klezeier, goafioù ha gwaregoù.


Dek wech dija hoc'h eus graet dismegañs din. Ha n'hoc'h eus ket mezh da'm gwallgas?


E pep tachenn a c'houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d'an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh.


an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoù am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos