Goude-se e savas ur voger a-ziavaez evit Kêr David, ouzh ar c'huzh-heol, eus ar Gihon, en draonienn, betek dor ar Pesked, tro-dro da Ofel, hag e savas anezhi uhel-tre. Lakaat a reas penngadourien en holl gêrioù kreñv Juda.
ha dreist dor Efraim, dreist an nor Gozh, dreist dor ar Pesked ha tour Hananeel ha tour Mea, betek dor an Deñved, evit chom a-sav e-tal dor an Toull-bac'h.
hag ul lizher evit Azaf, gward koadeg ar roue, evit ma roio din koad evit frammoù dorojoù ar c'hreñvlec'h stag ouzh ti Doue, evit mogerioù kêr, hag evit an ti e-lec'h ma'z in. Hag ar roue a roas din kement-se, rak dorn mat va Doue a oa warnon.
En o c'hichen e tresas Meremod mab Uri, mab Koz, en o c'hichen e tresas Meshullam mab Berekia, mab Meshezabeel, en o c'hichen e tresas Zadok mab Baana,
Pa glevas Samballad, Tobija, Geshem an Arab, ha nemorant hon enebourien, em boa adsavet ar voger, ha ne vane freuz ebet enni, petra bennak ma ne'm boa ket c'hoazh lakaet ar stalafioù d'an dorojoù,