Nehemia 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
16 War e lerc'h, Nehemia mab Azbuk, rener un hanter eus bann Bet-Zur, a zresas betek dirak bezioù David, betek ar stank bet graet, ha betek ti ar Re Greñv.
Diwar-benn nemorant oberoù Ezekiaz, e holl gurioù, ha penaos e reas ar stank hag ar gorzenn evit lakaat dour da vont e kêr, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?
hag e voe sebeliet er bez en doa kleuzet evitañ e kêr David. Gourvezet e voe war ur gwele leuniet a louzoù-frondus hag a c'hwezhioù-mat kempennet hervez arz ar frondour, hag e voe devet evitañ un niver bras-meurbet anezho.
graet hoc'h eus ivez ur mirlec'h etre an div voger, evit doureier ar stank kozh. Met n'hoc'h eus ket sellet ouzh an hini en deus graet kement-mañ, n'hoc'h eus ket gwelet an hini en deus e gempennet pell 'zo.
Tud breudeur, aotreet eo din lavarout deoc’h gant hardizhegezh diwar-benn an uheldad David, penaos eo marv hag eo bet sebeliet. Emañ e vez c’hoazh hiziv en hon touez.