An Etiopiz hag al Libiz, ha ne oant ket un arme vras-meurbet, gant kirri ha marc'hegerien niverus? Met dre ma ec'h eus en em harpet war an AOTROU, lakaet en deus anezho etre da zaouarn.
P'o deus kroget ennout gant an dorn, ez out torret hag ec'h eus roget dezho o skoaz a-bezh, ha pa'z int en em harpet warnout, ez out bruzunet hag ec'h eus lakaet o holl lounezhi difiñv.