Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Nahum 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.

Ver Capítulo Copiar




Nahum 3:10
17 Referencias Cruzadas  

Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.


War un emzivad en em daolfec'h, hag ho mignon a doullfec'h.


Merc'h Babel, an hini wastet, eürus an den a roio dit ar pezh ac'h eus graet deomp!


Eürus ar re a gemero da vugale, hag a friko anezho ouzh ar roc'h!


evit eren o rouaned gant chadennoù, hag o re vras gant hern,


O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.


Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C'halloudeg.


Lakaat a rin an Ejipt etre daouarn ur mestr garv, ur roue kriz a reno warno, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.


evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.


Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.


Penaos eo teñvalaet an aour ha kemmet an aour glan? Penaos eo stlabezet mein ar santual e kognoù pep straed?


P'o deus kroget ennout gant an dorn, ez out torret hag ec'h eus roget dezho o skoaz a-bezh, ha pa'z int en em harpet warnout, ez out bruzunet hag ec'h eus lakaet o holl lounezhi difiñv.


Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c'hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.


Tennet o deus d'ar sord va fobl, roet o deus ar paotrig evit ur c'hast, gwerzhet o deus ar plac'hig evit gwin o deus evet.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.


En deiz m'en em zalc'hes a-dal dezhañ, en deiz ma oa diavaezidi o kas e arme evel kemeridi, en deiz ma'z ae estrañjourien dre e zorojoù, en deiz ma taolent ar sord war Jeruzalem, te ivez a oa evel unan anezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos