Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Nahum 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Da vêsaerien a gousk, roue Asiria! Da dud kadarn a ziskuizh, da bobl a zo stlabezet war ar menezioù, ha n'eus den evit o dastum.

Ver Capítulo Copiar




Nahum 3:18
13 Referencias Cruzadas  

Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.


An aon hag ar spont a gouezho warno. Dre vraster da vrec'h e teuint mut evel ur maen, betek ma vo tremenet da bobl, o AOTROU , betek ma vo tremenet ar bobl ac'h eus prenet.


Evel un heizez spontet, evel un tropell ha n'eus den d'e zastum, pep hini a droio e zremm etrezek e bobl, pep hini a dec'ho d'e vro.


Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ roue Babilon hag e vro, evel ma em eus kastizet roue Asiria.


Pa vint tommaet, e kinnigin da evañ dezho, o mezviñ a rin, evit ma laouenaint ha ma kouskint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme an AOTROU.


Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.


Rouaned an douar, ar re vras, ar re binvidik, ar gabitened, ar re c’halloudek, pep sklavour ha pep den frank en em guzhas er mougevioù hag e reier ar menezioù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos