Gant an abardaez e teu ur spouron trumm; a-raok ar mintin, n'emaint ken. Evel-se eo lodenn ar re a ziwisk ac'hanomp, ha tonkad ar re a breizh ac'hanomp.
Piv en deus roet Jakob da vezañ diwisket, hag Israel d'ar breizhadeg? Ha n'eo an AOTROU, hon eus pec'het a-enep dezhañ? Rak n'eo ket bet fellet deomp heuliañ e hentoù, na sentiñ ouzh e lezenn.
Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, lakaat a rin an tan ez kirri, hag ez aint e moged, ar c'hleze a lonko da leoned yaouank, tennañ a rin eus ar vro da breizh, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.