Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Nahum 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ar c'hirri a red gant fulor er straedoù, en em deurel a reont war al leurennoù, ouzh o gwelout ez int evel flammerennoù, redek a reont evel luc'hed.

Ver Capítulo Copiar




Nahum 2:4
10 Referencias Cruzadas  

N'he deus ket aon rak an ec'h evit he ziegezh, rak he holl diegezh a zo gwisket gant ruz-moug.


Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.


Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiñ e imor e fulor hag e c'hourdrouz e flammoù tan.


Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!


Savit, kezeg! Lammit, kirri! Ra en em ziskouezo ar re galonek, tud Kush ha Pud a embreg ar skoed, tud Lud a embreg hag a stegn ar wareg.


Dont a raint a-enep dit, gant armoù, kirri hag ijinoù-ruilh, ha pobloù e niver bras, hag e lakaint a-enep dit a bep tu skoedoù bras, skoedoù bihan ha tokarnoù. Hag e roin dezho ar varnedigezh, hag e varnint ac'hanout hervez o barnedigezhioù.


Poultr e gezeg a c'holoio ac'hanout en abeg d'o niver bras. Da vogerioù a greno gant trouz ar marc'hegerien, ar rodoù hag ar c'hirri, pa'z aio dre da dorojoù evel ma'z eer en ur gêr freuzet he moger.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakaan da zont eus an hanternoz Nebukadnezar roue Babilon, roue ar rouaned, gant kezeg, kirri, marc'hegerien, hag un niver bras a dud.


Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos