Mika 6:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
14 Debriñ a ri met ne'z po ket da walc'h, hag an naon a vo ez kreiz. Lakaat a ri a gostez, met ne savetei ket, hag ar pezh az po saveteet a roin d'ar c'hleze.
Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.
Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,
An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.
Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.
Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.