11 Daoust hag e varnin evel glan an hini en deus balañsoù faos ha pouezioù touellus en e sac'h?
Ar valañs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhañ.
Ar valañs hag ar skeuliad leal a zeu eus an AOTROU, hag holl bouezioù ar sac'hig a zo e oberenn.
Daou bouez ha daou efa (unanenn ec'honad 30 l) a zo unan hag egile un euzhusted dirak an AOTROU.
Ra vo reizh ar valañs, ha ra vo reizh an efa, reizh ar bat.
Te eta, distro da'z Toue, mir an drugarez hag ar reizhder, esper dalc'hmat ez Toue.
Balañsoù leal, mein da bouezañ leal, un efa leal hag un hin leal ho po. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt.
hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,
Hag e lavaras: Ar fallagriezh eo! Hag e taolas anezhi e-kreiz an efa, hag e taolas ar golo plom war an digor.
Na'z po ket ez sac'h daou seurt mein da bouezañ, unan bras hag unan bihan.