Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!
Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.