Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,
Rak setu, e lakaan ac'hanout hiziv evel ur gêr greñv, evel ur peul houarn, evel ur voger arem, a-enep an holl vro, a-enep rouaned Juda, a-enep e bennoù, a-enep e aberzhourien, a-enep pobl ar vro.
Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.
Neuze ez on leun a fulor an AOTROU, ha skuizh on ouzh he derc'hel. Skuilh hi war ar vugale er straed, ha war vodadeg ar re yaouank. Rak ar gwaz hag ar wreg a vo tapet, ar c'hozhiad hag an hini bec'hiet a zeizioù.
Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N'o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.