Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ober a rin eus Samaria ur bern mein er parkeier, ul lec'h da blantañ gwini. Lakaat a rin he mein da ruilhal en draonienn, hag e lakain en noazh he diazezoù.

Ver Capítulo Copiar




Mika 1:6
19 Referencias Cruzadas  

Mar en em denn en ur gêr bennak, holl Israel a zougo kerdin etrezek ar gêr-se, hag he stlejimp betek ar froud, e doare ma ne vo ket kavet zoken ur maen bihan anezhi.


A-benn tri bloaz he zapas. Ar c'hwec'hvet bloaz eus Ezekiaz, a oa an navet bloaz eus Ozea roue Israel, e voe tapet Samaria.


Hag e c'hoarvezas er pevare bloaz eus ar roue Ezekiaz, a oa ar seizhvet bloaz eus Ozea mab Ela roue Israel, ma pignas Salmanazar roue Asiria a-enep Samaria, hag e sezizas anezhi.


Ha ne'c'h eus ket desket em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo, hag abaoe an amzerioù koshañ em eus graet an diviz-se? Bremañ e lakaan an traoù-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hêrioù kreñv e bernioù dismantroù.


Diougan diwar-benn Damask. Setu, Damask a baouez da vezañ ur gêr, dont a ra da vezañ ur bern atredoù.


Hag e tiskaro kreñvlec'h an difennoù uhelañ eus da vogerioù, e bilat a raio, e deurel a raio d'an douar er boultrenn.


Eus ar gêr ec'h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreñvlec’h an diavaezidi n'eo ket ken ur gêr, ne vo biken adsavet.


Plantañ a ri c'hoazh gwini war venezioù Samaria, hag ar re o devo o flantet a zastumo ar frouezh evito.


Setu em eus droug ouzhit, menez distrujus, eme an AOTROU, a zistruj an douar a-bezh. Astenn a rin va dorn warnout, hag e ruilhin ac'hanout eus lein ar reier, hag e rin dit bezañ ur menez entanet.


Babilon a zeuio da vezañ ur bern distruj, toulloù evit an aourgon, ur souezh hag ur c'hoapadenn, ha ne vo den o chom enni.


Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.


Penaos eo teñvalaet an aour ha kemmet an aour glan? Penaos eo stlabezet mein ar santual e kognoù pep straed?


Diskar a rin ar voger hoc'h eus goloet gant pri-raz, he zaolin d'an douar, he diazez a lakain en noazh, mont a raio d'an traoñ, hag e viot distrujet en he c'hreiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c'hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.


Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.


An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,


Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.


Mont a rez er-maez evit dieubiñ da bobl, evit dieubiñ da olevad. Bruzunañ a rez lein ti an den fallakr, e zistrujañ a rez traoñ ha krec'h.  Ehan


Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc’h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos