Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 18:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 P’en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Pa hen devoe commanset da ober count, e oe digasset dezhan unan pehini a dlie dezhan deg mil talant;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

24 Er hetan méhuel e zas dirac t’hou, e zelié dehou dêc mil taland.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 18:24
17 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Ac'hanta! Ra vo graet hervez ho komzoù: an hini a vo kavet-se gantañ a vo va sklav ha c'hwi a vo didamall.


Reiñ a rejont evit servij ti Doue pemp mil talant ha dek mil drakm aour, dek mil talant arc'hant, triwec'h mil talant arem, kant mil talant houarn.


hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.


N'eus netra yac'h em c'hig en abeg da'z fulor, ha n'eus diskuizh ebet em eskern en abeg da'm fec'hed.


Te eta, o AOTROU, na zinac'h ket ouzhin da druez! Ra vin dalc'hmat diwallet gant da vadelezh ha da wirionez.


Dre-se rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d’e servijerien.


Dre ma n’en doa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d’e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale ha kement en doa, evit paeañ e zle.


Reiñ a reas pemp talant da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c’halloud, hag ez eas en hent raktal.


Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all.


An hini en doa resevet pemp talant a zeuas, a zegasas pemp talant all hag a lavaras: Aotrou, pemp talant ac’h eus roet din, setu, pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.


An hini en doa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac’h eus roet din, setu, daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn.


An hini n’en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec’h na’c’h eus ket hadet hag a zastum e-lec’h na’c’h eus ket strewet,


Pe krediñ a rit an triwec’h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc’h pec’herien eget holl dud Jeruzalem?


Hag e c’halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d’ar c’hentañ: Pegement a dleez da’m mestr?


Neuze e lavaras d’un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a respontas: Kant kor gwinizh. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos