An holl draoù bev a oa war-c'horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, hag e voent distrujet diwar-c'horre an douar. Ne vanas nemet Noe hag ar pezh a oa gantañ en arc'h.
Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.
Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.
ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c’hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c’hrae an arc’h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.
ma n’en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,