7 Gwechall en Israel, pa c'hoarveze un daspren pe un eskemm, evit suraat an dra, unan a lame e votez-lêr hag he roe d'egile. Kement-se a servije da desteni en Israel.
An hini a c'helle dasprenañ a lavaras da Voaz: Pren evidout! Hag e lamas e votez-lêr.