Levr Rud 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
14 Ar gwragez a lavaras da Naomi: Benniget ra vo an AOTROU, n'en deus ket da lezet mankout hiziv eus un den a c'hellfe dasprenañ! Ra vo brudet e anv en Israel!
hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU, Doue va mestr Abraham, ha n'en deus ket paouezet da vezañ trugarezus ha gwirion e-keñver va mestr! Pa oan en hent, an AOTROU en deus va renet e ti breudeur va mestr.
Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Ar wech-mañ e veulin an AOTROU. Setu perak e c'halvas anezhañ Juda. Hag e paouezas da gaout bugale.
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,