Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Boaz a gemeras Rud, hag e voe e wreg. Mont a reas d'he c'havout, hag an AOTROU a roas dezhi da goñseviñ, hag e c'hanas ur mab.

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 4:13
12 Referencias Cruzadas  

Abraham a bedas Doue, ha Doue a yac'haas Abimelek, e wreg hag e vitizhien, hag e c'hanjont.


Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmañ a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantañ ha Rebeka e wreg a goñsevas.


An AOTROU, o welout e oa Lea kasaet, a zigoras he mammog, met Rachel a oa gaonac'h.


Kounnar Jakob en em danas a-enep Rachel hag e lavaras: Ha bez' on-me e-lec'h Doue, an Hini n'en deus ket roet dit a frouezh?


Neuze e savas e zaoulagad hag e welas ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaras: Piv ac'h eus aze? Respont a reas: Ar vugale en deus roet Doue da'z servijer.


Reiñ a ra un ti d'ar wreg gaonac'h, hag e ra anezhi ur vamm laouen da veur a vugel. Meulit an AOTROU!


Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof.


Ha bremañ va merc'h, na'z pez ket aon, ober a rin evidout kement a lavari din, rak holl zorojoù va fobl a oar ez out ur vaouez vertuzius.


Ra vo da lignez, a roio an AOTROU dit dre ar wreg yaouank-se, un tiegezh evel tiegezh Perez, a c'hanas Tamar da Juda!


Evit ar bugel-mañ eo e peden, hag an AOTROU en deus selaouet ouzhin em fedenn.


Ar re o doa o gwalc'h a zo feurmet evit bara, hag ar re o doa naon o deus paouezet. Ar vaouez gaonac’h zoken he deus ganet seizh, hag an hini he doa kalz mibien a zo diflaket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos