Pa reot an eost en ho pro, ne echui ket da vediñ penn da bark ha ne zastumi ket ar pezh a vo manet da zañvouesa en da eost. Lezel a ri kement-se evit ar paour hag evit an diavaeziad. Me eo an AOTROU ho Toue.
Boaz a lavaras dezhi da vare ar pred: Tosta amañ ha debr bara, ha soub da damm er gwinêgr. Azezañ a reas e-kichen ar vederien, hag eñ a roas dezhi greun rostet. Hi a zebras diouto hag he doe he gwalc'h, hag e viras an nemorant.
hag ivez e lezot a-ratozh un nebeud dornadoù eviti, hag hi a c'hello o zañvouezañ ha ne c'hourdrouzot ket anezhi. 17 Tañvouezañ a reas eta er park betek an abardaez, hag e tornas ar pezh he doa dastumet, hag e voe war-dro un efa heiz.