14 Gwalc’hiñ a reas ar bouzelloù hag an divhar hag o lakaas da vogediñ dreist al loskaberzh war an aoter.
Ne zebrot netra hanter-boazh na bervet en dour, met ra vo rostet en tan, e benn kenkoulz hag e dreid hag e vouzelloù.
Gwalc’hiñ a reas en dour ar bouzelloù hag an divhar, ha Moizez a lakaas da vogediñ an tourz en e bezh war an aoter. Ul loskaberzh e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
Degas a rejont dezhañ al loskaberzh troc’het a dammoù gant ar penn, hag o lakaas da vogediñ war an aoter.
Degas a reas prof ar bobl. Kemer a reas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, en lazhas hag en kinnigas evit ar pec’hed evel an hini kentañ.