13 Degas a rejont dezhañ al loskaberzh troc’het a dammoù gant ar penn, hag o lakaas da vogediñ war an aoter.
Regiñ a raio anezhi dre he divaskell hep o rannañ, hag an aberzhour a lakaio al labous da vogediñ war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
An aberzhourien, mibien Aaron, a renko an tammoù, ar penn hag al lard war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter.
Lazhañ a reas al loskaberzh. Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, a skuilhas war an aoter hag en-dro dezhi.
Gwalc’hiñ a reas ar bouzelloù hag an divhar hag o lakaas da vogediñ dreist al loskaberzh war an aoter.