Leviegezh 7:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
36 Kement-se eo ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU da vibien Israel da reiñ dezho adalek deiz o oleviadur. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù.
E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.
Moizez a gemeras eoul a oleviadur ha gwad a oa war an aoter, hag a reas ar sparfadur war Aaron ha war e wiskamantoù, war e vibien ha war wiskamantoù e vibien gantañ; hag e santelaas Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.
E zibabet em eus a-douez holl veuriadoù Israel, evit bezañ va aberzhour, evit kinnig war va aoter, evit lakaat da vogediñ ezañs, evit dougen an efod dirazon, hag em eus roet da di da dad an holl brofoù graet dre an tan eus mibien Israel.