Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 7:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Hennezh eo al lodenn a roio an oleviadur da Aaron hag an oleviadur d’e vibien diwar ar profoù graet dre an tan dirak an AOTROU, adalek an deiz ma vint gouestlet da’m servij evel aberzhourien.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 7:35
15 Referencias Cruzadas  

Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.


Setu amañ ar pezh a ri dezho evit o santelaat, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. Kemer ur c'hole yaouank, daou dourz disi,


Kemer a ri eus ar gwad a vo war an aoter hag eus eoul an oleviadur, hag e sparfi ganto Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ. Evel-se e vo santelaet eñ hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.


Kemer a ri eoul an oleviadur a skuilhi war e benn, hag ec'h olevi anezhañ.


En deiz-se e vo lamet e vec'h a-ziwar da zivskoaz, hag e yev diwar da c'houzoug. Ar yev a vo distrujet en abeg d'an druzoni.


Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,


Moizez a gemeras eoul a oleviadur ha gwad a oa war an aoter, hag a reas ar sparfadur war Aaron ha war e wiskamantoù, war e vibien ha war wiskamantoù e vibien gantañ; hag e santelaas Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.


rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.


An hini en deus hon nerzhet ganeoc’h e Krist hag en deus hon olevet eo Doue,


Resevet hoc’h eus an oleviadur a-berzh an hini santel, hag ec’h anavezit pep tra.


Met an oleviadur hoc’h eus resevet digantañ a chom ennoc’h ha n’hoc’h eus ket ezhomm e kelennfe den ac’hanoc’h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc’h pep tra, ma’z eo gwirion ha ma n’eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma’z eo bet desket deoc’h gantañ.


E zibabet em eus a-douez holl veuriadoù Israel, evit bezañ va aberzhour, evit kinnig war va aoter, evit lakaat da vogediñ ezañs, evit dougen an efod dirazon, hag em eus roet da di da dad an holl brofoù graet dre an tan eus mibien Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos