Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 27:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Kement a vo lakaet da verz, pep den a vo lakaet da verz ne c’hello ket bezañ dasprenet, a-dra-sur e vo lakaet d’ar marv.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 27:29
7 Referencias Cruzadas  

An den-mañ a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma ec'h eus lezet da vont eus da zaouarn an den am boa lakaet da verz, da vuhez a vo evit e vuhez ha da bobl evit e bobl.


Kement a vo lakaet da verz, pep tra hag en devo lakaet un den da verz evit an AOTROU eus ar pezh a zo dezhañ, den, loen, park eus e berc’henniezh, ne c’hello ket bet gwerzhet na dasprenet. Pep tra lakaet da verz a zo santelaet holl d’an AOTROU.


Pep deog eus an douar, kenkoulz eus had an douar evel eus frouezh ar gwez, a vo d’an AOTROU. Un dra santelaet eo evit an AOTROU.


Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.


Hag e tapas ez-vev Agag roue Amalek, met e lakaas da verz an holl bobl gant barvenn ar c'hleze.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos