Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 27:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Hag ar park-se, pa’z aio er-maez d’ar jubile, a vo santelaet evit an AOTROU evel ur park lakaet da verz: ar berc’henniezh anezhañ a vo d’an aberzhour.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 27:21
11 Referencias Cruzadas  

Piv bennak na zeufe ket dindan tri deiz, hervez ali ar pennoù hag an henaourien, e vefe lakaet da verz e holl vadoù, hag eñ e-unan lamet diouzh bodadeg re an harlu.


Debriñ a raint an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ hag an aberzhoù a gablusted; kement tra lakaet da verz en Israel a vo dezho.


Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.


Ma ne gav ket ar pezh a zo ret evit e reiñ dezhañ, an dra werzhet a chomo etre daouarn an hini en deus e brenet betek bloaz ar jubile. D’ar jubile, ez aio hemañ er-maez hag e tistroio en e berc’henniezh.


Tiez ar c’hêriadennoù n’int ket serret gant mogerioù a vo kontet evel parkoù war ar maez; bez’ e c’hellint bezañ dasprenet, hag ar prener a yelo kuit gant ar jubile.


Ma ne zaspren ket ar park hag ez eo gwerzhet ar park da unan all, ne c’hello ken bezañ dasprenet.


Pa santelaio unan bennak evit an AOTROU ur park en devo prenet ha na vefe ket eus parkeier e berc’henniezh,


Kement a vo lakaet da verz en Israel a vo dit.


Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m'en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac'hanout da greskiñ, evel m'en deus touet da'z tadoù,


Kêr a vo lakaet da verz, hi ha kement a zo enni, evit an AOTROU . Met Rahab ar c'hast a vevo, hi hag an holl re a vo ganti en ti, rak kuzhet he deus ar gannaded hor boa kaset.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos