20 Ma ne zaspren ket ar park hag ez eo gwerzhet ar park da unan all, ne c’hello ken bezañ dasprenet.
Mar fell d’an hini en deus santelaet e bark e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e chomo dezhañ.
Hag ar park-se, pa’z aio er-maez d’ar jubile, a vo santelaet evit an AOTROU evel ur park lakaet da verz: ar berc’henniezh anezhañ a vo d’an aberzhour.
Da vloaz ar jubile, ar park a zistroio d’an hini m’en devo prenet digantañ, da berc’henn an douar.