An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
Dre ma'z eo bet tener da galon, ma ec'h eus en em izelaet dirak an AOTROU pa ec'h eus klevet ar pezh am eus disklêriet a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud a vo glac'haret ha milliget, dre ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.
Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.
Hag e lavaris dezho: Gwelout a rit ar gwalleur ez omp ennañ, penaos eo Jeruzalem gwastet hag he dorojoù devet dre an tan. Deuit, adsavomp moger Jeruzalem, ha ne vimp ken en dismegañs.
hag e respontis d'ar roue: Ra vevo ar roue da viken! Penaos ne vefe ket trist va dremm, pa chom kêr, lec'h bezioù va zadoù, gwastet, he dorojoù devet dre an tan?
Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.
Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.
Perak e profedez en anv an AOTROU o lavarout: An ti-mañ a vo evel Silo, hag ar gêr-mañ a vo gwastet ha ne vo ken a dud enni? Hag an holl bobl a vodadas en-dro da Jeremiaz e ti an AOTROU.
Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwelet hoc'h eus an holl zroug am eus graet dont war Jeruzalem ha war holl gêrioù Juda. Ha setu emaint hiziv ur gouelec'h, n'eus den o chom enno,
Neuze va c'hounnar ha va fulor a zo bet skuilhet, hag o deus entanet kêrioù Juda ha straedoù Jeruzalem, a zo deuet da vezañ ur gouelec'h hag ur glac'har, evel ma vez gwelet hiziv.
Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.
An enebour en deus astennet e zorn war hec'h holl draoù plijus. Gwelet he deus ar broadoù o tont en he santual; ar re az poa urzhiet diwar o fenn: Ned aint ket da'z podadenn.
Gwastet en deus e deltenn evel ul liorzh ha distrujet lec'h e vodadenn. An AOTROU en deus graet disoñjal e Sion ar gouelioù hag ar sabadoù. E fulor e gounnar en deus distaolet ar roue hag an aberzhour.
An Aotrou en deus kasaet e aoter hag taolet kuit e santual. Lakaet en deus mogerioù e balezioù en daouarn an enebour. Graet o deus trouz e ti an AOTROU, evel d'un deiz gouel.
Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.
El lec'h m'emaoc'h o chom, ho kêrioù a vo gwastet, an uhellec'hioù a zeuio da vezañ distro, en doare ma vo gwastet ha diskaret hoc'h aoterioù, bruzunet ha distrujet hoc'h idoloù, lakaet a dammoù ho peulioù-heol, kaset da netra hoc'h oberennoù.
Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc'hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiñ a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti.
Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.
Kaset em eus da netra broadoù, o zourioù a zo distrujet, gwastet em eus o straedoù, kement ken na dremen den enno. O c'hêrioù a zo gwastet, diboblet ken n'eus annezad enno.
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.