Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 26:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 me a zistrujo hoc’h uhellec’hioù hag e tiskarin ho peulioù, hag e lakain ho korfoù marv war gorfoù marv hoc’h idoloù, ha va ene en devo euzh ouzhoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 26:30
28 Referencias Cruzadas  

Rak emaomp o vont da zistrujañ al lec'h-mañ, dre ma'z eo bras dirak an AOTROU ar c'hri a-enep tud al lec'h-mañ. An AOTROU en deus hon degaset evit e zistrujañ.


Hag e krias a-enep an aoter, a-berzh komz an AOTROU, hag e lavaras: Aoter, aoter, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ur mab a vo ganet e ti David, e anv a vo Jozia, lazhañ a raio warnout aberzhourien an uhellec'hioù a laka da vogediñ warnout, ha devet e vo warnout eskern tud.


rak sevenet e vo a-dra-sur ar gomz en deus kriet, a-berzh an AOTROU, a-enep an aoter a zo e Betel hag a-enep an holl diez uhellec'hioù a zo e kêrioù Samaria.


Ha Jozia, o vezañ en em droet, a welas ar bezioù a oa er menez, hag e kasas da gerc'hat eskern ar bezioù, hag o devas war an aoter. Evel-se e saotras anezhi, hervez komz an AOTROU bet disklêriet dre zen Doue en doa lavaret an traoù-se dirak an holl.


Hag ec'h aberzhas war an aoterioù holl aberzhourien an uhellec'hioù, hag e tevas eskern tud warno. Goude e tistroas da Jeruzalem.


Hag e reas dont eus kêrioù Juda an holl aberzhourien, hag e saotras an uhellec'hioù e-lec'h m'o doa lakaet da vogediñ an aberzhourien, adalek Geba betek Beer-Sheba. Diskar a reas uhellec'hioù an dorojoù, an hini a oa war dreuzoù dor Jozue rener kêr, hag a oa a-gleiz en ur vont dre zor kêr.


An holl bobl a yeas da di Baal, hag e tiskarjont anezhañ, e torrjont e aoterioù hag e skeudennoù, e lazhjont dirak an aoterioù Matan aberzhour Baal.


Pa voe echu kement-se, holl re Israel hag en em gave eno a yeas dre gêrioù Juda, hag e torrjont an delwennoù, hag e tiskarjont an Asheraoù, hag e tispennjont an uhellec'hioù hag an aoterioù a oa en holl Juda, Benjamin, Efraim ha Manase, ken na voe holl distrujet. Hag holl vibien Israel a zistroas, pep hini d'e zalc'h, pep hini d'e gêr.


Kounnar an AOTROU en em danas a-enep e bobl, euzh en doe ouzh e hêrezh.


Evel al loar e pado da viken. Feal eo an test a zo en neñvoù.


Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.


Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.


Hag e roin dezho da gentañ an daougement eus o direizhder hag eus o fec'hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hêrezh gant korfoù marv o zraoù kasaus ha gant o euzhusterioù.


Da lakaat a rin etre o daouarn, hag e tiskarint da dosennoù, hag e tisc'hraint da uhellec'hioù. Diwiskañ a raint da zilhad, lemel a raint kuit da draoù hollgaer, hag e vi lezet en noazh, noazh-bev.


Hag e lavaras din: Mab an den, amañ emañ lec'h va zron, lec'h solioù va zreid, ma vin o chom ennañ da viken, e-touez mibien Israel. Ti Israel ne saotro ken va anv santel, nag int nag o rouaned, dre o gastaouerezh, na dre gorfoù marv o rouaned war o uhellec'hioù.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloù, en-dro d'o aoterioù, war bep krec'hienn uhel, war bep lein menez, dindan pep gwezenn c'hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec'h ma kinnigent c'hwezh-vat d'o holl idoloù.


O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.


Ne gerzhot ket hervez boazioù ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h, rak graet o deus an holl draoù-se hag em eus euzh outo.


hag e lakain va chomlec’h en ho touez, ha va ene n’en devo ket euzh ouzhoc’h;


mar disprizit va reolennoù, mar en deus hoc’h ene euzh ouzh va barnedigezhioù, evit tremen hep heuliañ va gourc’hemennoù hag evit terriñ va emglev,


An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,


Lec'hioù uhel Izaak a vo gwasted, santualioù Israel a vo distrujet, hag e savin a-enep ti Jeroboam gant ar c'hleze.


An AOTROU a welas kement-se, hag e voe hegaset, imoret dre e vibien hag e verc'hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos