Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 23:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 D’ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz, pa ho po dastumet madoù an douar, e reot ur gouel d’an AOTROU e-pad seizh devezh; an deiz kentañ a vo un deiz a ziskuizh, an eizhvet deiz a vo un deiz a ziskuizh.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 23:39
7 Referencias Cruzadas  

- Gouel an eost, frouezh kentañ eus da labour, eus ar pezh az po hadet er parkeier. - Gouel an dastum, da zibenn ar bloaz, pa ez po dastumet eus da barkeier frouezh da labour.


Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar seizhvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, ho po un diskuizh, un eñvor embannet gant son an trompilhoù, ur c’hengalv santel.


Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz-se, e vo gouel al logelloù evit an AOTROU, e-pad seizh devezh.


E-pad seizh devezh e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan. D’an eizhvet deiz e vo ur c’hengalv santel hag e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan; ur vodadeg veur e vo, ne reot labour-mevel ebet.


Ouzhpenn-se e virot sabadoù an AOTROU, e reot ho tonezonoù, ho kouestloù, ho profoù a youl vat a roit d’an AOTROU.


D’an deiz kentañ e kemerot frouezh eus ar gwez kaerañ, brankoù palmez, skourroù gwez bodennek hag haleg eus ar stêrioù, hag en em laouenaiot e-pad seizh devezh dirak an AOTROU.


Ober a ri gouel al logelloù e-pad seizh devezh, pa ez po dastumet frouezh da leur ha da waskell.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos