Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.
An dic’haou a raio evit ar santual santel, an dic’haou a raio evit teltenn an engalv hag evit an aoter, an dic’haou a raio evit an aberzhourien hag evit holl bobl ar vodadenn.
Kement-mañ a vo evidoc’h ur reolenn beurbadus, graet e vo an dic’haou evit mibien Israel abalamour d’o holl bec’hedoù ur wech ar bloaz. Graet e voe evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
D’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se e vo an deiz-pardon; bez’ ho po ur c’hengalv santel, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan.
Rak setu diwar-benn ar maen am eus lakaet dirak Jozue: war ar maen-se hepken ez eus seizh lagad. Setu ez an da engravañ ar pezh a dle bezañ engravet warnañ, eme AOTROU an armeoù, hag e lamin en un devezh direizhder ar vro-mañ.
rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.
E kement-mañ emañ ar garantez: n’eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c’haret ha kaset e Vab en aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù.
Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma’z eo ar Spered a wirionez.