Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 23:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 D’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se e vo an deiz-pardon; bez’ ho po ur c’hengalv santel, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 23:27
19 Referencias Cruzadas  

Eno, e-tal ar stêr Ahava, ec'h embannis ur yun evit en em izelaat dirak hon Doue, o pediñ anezhañ da reiñ deomp ur veaj eürus, evidomp, evit hor bugale hag evit hor holl vadoù.


Met me, pa oant klañv, me a wiske ur sac'h, me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.


Aaron a raio dic'haou war gerniel an aoter, ur wech ar bloaz. Gant gwad an aberzh-dic'haouiñ evit ar pec'hed, e vo graet dic'haou eno ur wech ar bloaz a rummadoù da rummadoù. Kement-se a vo un dra santel-meurbet d'an AOTROU .


Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c'hlac'har un den e ene? Plegañ e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac'h hag al ludu? Hag ec'h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d'an AOTROU?


Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. Lazhañ a raio e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ.


Lazhañ a raio bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, hag e tougo e wad en diabarzh ar ouel. Ober a raio eus e wad evel m’en deus graet eus gwad ar c’hole, e sparfo anezhañ war al lec’h-a-drugarez ha dirak al lec’h-a-drugarez.


Evel-se e raio an dic’haou evit al lec’h santel en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel hag en abeg d’o disentidigezh en o holl bec’hedoù. Ober a raio en hevelep doare evit teltenn an engalv a chom ganto e-touez o dic’hlanderioù.


Gwalc’hiñ a raio e gorf gant dour el lec’h santel hag ec’h adkemero e wiskamantoù; goude ez aio er-maez, e kinnigo e loskaberzh ha loskaberzh ar bobl, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit ar bobl.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Ne reot labour ebet en deiz-se, rak deiz-pardon e vo, graet e vo an dic’haou evidoc’h dirak an AOTROU ho Toue.


Hag e lakai an drompilh da seniñ skiltr d’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz; d’an deiz-pardon e lakaiot an drompilh da seniñ dre hoc’h holl vro.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Evel ma oa tremenet kalz a amzer ha ma teue risklus ar mor, pa’z eo gwir e oa koulz ar yun dija echu, Paol a alias anezho


Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c’hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos